Lo cunto de li cunti

Lo cunto de li cunti overo lo trattenemiento de peccerille (« Marvailh ar marvailhoù pe Diverrañs ar Vugaligoù »), lesanvet ivez Il Pentamerone, zo un dastumad kontadennoù diwar zorn Giambattista Basile (war-dro 1570-1632), embannet etre 1634 ha 1636 e Napoli ha skrivet e napolitaneg, ha n'eo ket en italianeg. Abalamour da se moarvat eo chomet dianav e broioù hanternoz Europa.

50 kontadenn zo. Dastumet e vijent bet e Kreta pe Venezia. Embannet eo bet an oberenn daou vloaz goude marv ar skrivagner. Adalek 1674 e voe lesanvet Pentamerone abalamour d' Il Decameron gant Boccaccio (1349-1353).

Tennañ a ra framm al levr da hini Il Decameron, met disheñvel eo an danvez. Evit bugale eo skrivet an oberenn-mañ. Un toullad zo bodet e-pad pemp devezh (alese e teu an anv Pentamerone) da gontañ marvailhoù.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search